E brezhoneg (en langue bretonne)

E brezhoneg (en langue bretonne)

Hadoù evit magañ hor denelezh


E-giz ar brezhoneg eo ret addeskiñ, rannañ, kreñvaat, brudañ gouiziegezhoù ha chemet tro-dro d’ar gouennadur hadoù.

Hadoù a zeu eus seurtadoù “kozh” zo 4 ha betek 10 gwech magadurusoc’h. Stourm a reomp evit liesseurted ar vuhez, hag ivez evit ur vagadurezh hag ur yec’hed gwelloc’h.

Savet gant ur stumm kevredigezhel, “Hadoù ar frankiz” zo deuet da vout ur SCIC (Société Coopérative d'Intérêt Collectif) e penn-kentañ 2022.

Hadoù ar Frankiz a vod peizanted, labourerien-douar, magerien ha liorzherien deus pep lec’h e Breizh, hag ivez tud prevez, stalioù biologel, embregerezhioù, kevredigezhioù… A-gevret emaomp evit kalonekaat produadur hadoù hag a vefe kuit a wirioù, azasaet evit an douar hag an hin (hag a zo o cheñch…) deus Breizh, hag evit ur pollenadur dieub.

Gant ur pal treuzkas (ouzhpenn hol lec’hienn Internet gwerzhañ hadoù) e tiorroomp ul lec’hienn Internet ha benveg pedagogel divyezhek tro-dro d’an deskiñ liorzhañ : www.MonPremierPotager.com (chanter war ober!


FOTO ICI

Poent eo dimp disoc'h gant ar "ligne glan" laka an holl 'hanomp en danjet !
Pa vez kaoz deus Ligne glan ur blantenn bennaket, ‘vez komzet deus ur seurt kontroll war ar vuhez en gwirionnez : mann ebet da welet gant an natur. Eman kult ar ligne glan diazez an dibaboù variezon plant graet gant an industri hiziv. Splann eo gant an OGMoù. Pa ‘vez delc’hmat dibabet ar memes jen, ‘vez digreskaet ar variezonoù gounezet. Emañ an digresk-man goll danjerus ha n’eo ket konsantet gant Hadoù ar frankiz. Gwir eo n’houlennamp ket un dibab a jenoù met ur chañchamant ‘dalc’ha kont deus an dud, ar plant hag ar lec’hioù. Sonj ‘ra dimp emañ pinvidigezh an ekosistem ‘ra tout. Hag ar variezonoù gounezet hed-ha-hed istor ar labour-douar ‘oa bet savet gant an dud nevez arruet hag ar meskajoù. Un hadenn ‘nom vira ‘zo un hadenn gounezet hag a hella chañch ivez : giz-se ‘vez krouet kulturioù a bep seurt.

Bout tomm deus Breizh ‘signifia bout staget deus pinvidigezh krouet gant ar meskajoù graet etre hom humeniteioù hed-ha-hed hom istor. Bout staget deus Breizh ‘signifia bout tomm deus an ingalded etre an dud ivez. Giz-se ‘vez dalc’het ur c’hultur-bro gant nerzh nevez kavet. Ha ‘neus ket afer deus un enebour heritet vit n’om gava mat amañ ha bremañ.

---
Foto bet tapet gant Bruno Ansker, fotografour ha paizant àr e leve : ar foto-mañ ‘man bet lakaet er bajenn gentañ ‘Pobl Breizh’ ‘ba miz Genver 2024. ‘Sambles gant e wreg Michèle Huitric ‘deus dalc’het ‘Kaol Douranenez’ en en sav ha deus kaset soñj ‘semences variétés populations’ da rummad nevez labourerien ha labourerezed-douar. Ar re-se ‘deus savet Hadoù ar frankiz.
---

M'ho peus c'hoant muioc'h a titouroù e brezhoneg, e c'hallit mont e darempred gant Florie Thielin (floriethielin@gmail.com). Kevelerez “Hadoù ar Frankiz” eo. E Rostrenn, Kreiz Breizh, emañ o chom. Plijout a ra dezhi kalz liorzhañ. Labourat a ra war hec’h anv evel “freelance” gant servijoù kehentiñ. Brezhonegerez eo Florie. Heuliet he doa ur stummadur hir gant Roudour e Karaez (2021/22). Enrollañ a ra atersadennoù e brezhoneg evit Radio Kreiz Breizh. Ar gronikenn a zo anvet “Ur blantenn, un istor”.