En langue bretonne

En langue bretonne

Hadoù evit magañ hor denelezh


E-giz ar brezhoneg eo ret addeskiñ, rannañ, kreñvaat, brudañ gouiziegezhoù ha chemet tro-dro d’ar gouennadur hadoù.

Hadoù a zeu eus seurtadoù “kozh” zo 4 ha betek 10 gwech magadurusoc’h. Stourm a reomp evit liesseurted ar vuhez, hag ivez evit ur vagadurezh hag ur yec’hed gwelloc’h.

Savet gant ur stumm kevredigezhel, “Hadoù ar frankiz” zo deuet da vout ur SCIC (Société Coopérative d'Intérêt Collectif) e penn-kentañ 2022.

Hadoù ar Frankiz a vod peizanted, labourerien-douar, magerien ha liorzherien deus pep lec’h e Breizh, hag ivez tud prevez, stalioù biologel, embregerezhioù, kevredigezhioù… A-gevret emaomp evit kalonekaat produadur hadoù hag a vefe kuit a wirioù, azasaet evit an douar hag an hin (hag a zo o cheñch…) deus Breizh, hag evit ur pollenadur dieub.

Gant ur pal treuzkas (ouzhpenn hol lec’hienn Internet gwerzhañ hadoù) e tiorroomp ul lec’hienn Internet ha benveg pedagogel divyezhek tro-dro d’an deskiñ liorzhañ : www.MonPremierPotager.com (chanter war ober!)


M'ho peus c'hoant muioc'h a titouroù e brezhoneg, e c'hallit mont e darempred gant Florie Thielin (floriethielin@gmail.com). Kevelerez “Hadoù ar Frankiz” eo,hag emañ o chom e Rostrenn, Kreiz Breizh. Plijout a ra dezhi kalz liorzhañ. Labourat a ra war hec’h anv evel “freelance” gant servijoù kehentiñ. Brezhonegerez eo Florie. Heuliet he doa ur stummadur hir gant Roudour e Karaez (2021/22). Enrollañ a ra atersadennoù e brezhoneg evit Radio Kreiz Breizh. Ar gronikenn a zo anvet “Ur blantenn, un istor”.